Ur vanifestadeg nevez evit an euskareg d’ar 01/07

Publicité

D’ar c’hentañ a viz gouere e vanifesto difennerien an euskareg evit an eil gwech e-korf un nebeut mizioù. Sevel he mouezh a-enep politikerezh ar gouarnamant a-enep an euskareg eo pal ar vanifestadeg.

Dilun ha dimeurzh e tremeno ar skolijidi euskarad ar breved ha lod a skrivo o c’hopiennoù skiantoù en euskareg penn-da-benn evel ma oa kont betek-henn. D’ar 17 a viz even e oa bet graet kement-all gant liseidi o tremen an arnodenn « prederouriezh » evit ar bacho. Ha reizhet e vint gant arnodennerien divyezhek ? Amañ an dalc’h. Gortoz a ra emsaverien an euskareg diviz an akademiezh war ar poent-se.

E Saint-Palais/Donapaleu e vo aozet ar vanifestadeg. EH Bai hag ar sindikad LAB o deus galvet an dud da gemer perzh enni. Da heul sañsur al lezenn Molac hag a lak an ikastola en arvar emañ fuloret difennerien an euskareg ouzh ar gouarnamant gall.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.