
Trigneg (44) : daou familh a dermajied oc’h en em gannañ
D’ar 7 a viz gouere e voe sabaturet tud karter Certé, etre Trigneg ha Sant-Nazer o welet ur c’hant bennak a dud oc’h en em gannañ e kreiz ar straed. Gwerennoù drailhet, kirri-tan taget, ur paotr a zo war al leur, ar bomperien oc’h ober war e zro. Falc’het eo bet gant ur c’harr-tan ha kaset ouzh ur porrastell da