D’ar 6 a viz gouere e oa pedet ar c’hannad breizhad Paul Molac gant ar strollad nevez savet « Collectif Béarnais pour les droits de la Lenga Nosta ». Prezeget en deus paotr Ploervael e kêr Jurançon (Bearn) ma kejas ouzh dilennidi ar vro. Un tamm a-raok o deus profitet emsaverien an okitaneg eus brud ar breizhad evit ober un tolpadeg e kreiz-kêr Pau, dirak delwenn « Nouste Henric » (Henri IV), ma kemeras perzh enni ar c’hannad.
Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine