Liverieg-Kenton (35) : 2500 gwez a vo plantet !

Publicité

Ur c’hoad nevez a vo savet e Liverieg-Kenton e Bro Redon (Livré-sur-Changeon e galleg, Livrë e gallaoueg). Gant an ti-kêr e oa bet divizet ar bloaz tremenet krouiñ ur sort « enezenn c’hlas » nepell eus ar bourk. Difraostet eo bet betek re an degadoù tremenet ha bremañ ez a an tachennoù-mañ da fraost en-dro peogwir n’o deus ket amzer an dud d’ober war o zro ken. Hag e lec’h ez eus tachennoù a sort-se ez eus loened a bep seurt, razhed ha lern pa ne vez ken.

Setu perak en deus divizet ti-kêr Liverieg plantañ gwez evit sevel ur c’hoad. D’ar 15 a viz kerzu e krogas ar blanterien gant o labour. Muioc’h a gant gwez a zo bet plantet d’ar mintin e-barzh un dachenn a 4 hektar gant 150 skoliad. Goude merenn eo ar re gozh o deus kroget e-barzh gant 900 gwez ouzhpenn. Ha n’eo ket echu ganti ! E miz here 2024 e vo plantet 5500m² a wezh-drouezh war-briz. Ur gwir werjez aze !

Crédit photo : kont Facebook ti-kêr Liverieg-Kenton, kont Facebook Emmanuel Fraud, maer Liverieg

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.