Ángel Luis Saludas zo ur bugul ag ar flagenn Bielsa, ‘ba norzh pellañ Bro-Aragon, ur « proviñs » a Vro-Spagn. Du-hont e vez kaozet ur rannyezh aragonek anvet ar « Belsetan ». Hiriv n’eus ket nemet un dek bennak a dud a ouia ar rannyezh-mañ. Mes ne yay ket da get kar get Ángel Luis Saludas e vez dastumet ar belsetan ha kouchet ar yezh a-raok ma yafe d’an anaon ar re ziwezhañ bet he desket àr barlenn o mamm. Un diell-film a zo bet groeit diàr e labour « 21 000 palabras » (gerioù) e anv.
Ur parlant « glanoc’h » aveit ar re arall eo ar Belsetan. N’eo ket bet ken kastilhanegizaet hag ar rannyezhoù aragonek arall, setu aze perak eo ken prizius aveit emsavourion an aragoneg.
‘Ba Aragon e chom 25 000 den a ouia an aragoneg, ur langach roman par d’ar c’hatalaneg hag d’an oksitaneg, ‘ba o zouesk 8000 a vehe komzourion a-vihanik.
Crédit photo : Tapadenn skramm 21 Ger
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine