‘Ba Lare (reter Bro Gwened) e vo savet ur « gêriadenn enep-faskour » etre ar 5 hag ar 7 a viz gwenholon. »De la suite dans les épines » e vo anv ar festival-mañ ma vo tolpet ‘ba « Bespuéré » (anv ar lec’h) tout ar baotred ha merc’hied o blev hir a Vro Gwened ha pelloc’h.
Mes get piv e vo aozet ar festival-mañ ? Get ur c’holektif anvet La Ronce. Ar re-se a zo ‘ba Lare dibaoe 2012. Ha gete zo bet savet ur gwir gêriadenn gaochist àr ar maez get tier hag un atant a 7 hektar ur sort ! Bugale a zo ‘b’ar gêriadenn-mañ, lod a zo bet ganet enno memes. Tud a dremen, tud arall a ya kuit. Met, dre vras, eh eus atav un dek benak a dud é gober àr-dro ar feurm, ar gantinenn, ar pennoù chatal, an atalieroù. Hag èl rezon e vez aozet festivalioù peotramant prezegennoù antifa, feminist, sonerezhioù, h.a.
Pe mod o deus savet se ? Un SCI a zo perc’henn àr an douar hag an tier ha pep hini zo libr da gemer perzh a-barzh ha da lakaat argant.
Julien Dir en deus skrivet ur pennad diàr-benn ar mikro-gevredigezhioù. Ar c’haochisted a zo daet a-benn da sevel o c’humuniezhoù dezhe. Ha perak ne vehe ket graet ar memes tra genimp-ni, kevredigezhioù alternativel diazezet àr hon talvoudegezhioù, hon doare da wel ar bed hag ar vuhez ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine