Bro-Friz : Ar frizeg er sport hag en deskadurezh micherel

Publicité

E Bro-Friz, ur proviñs emren eus an Izelvroioù, e vez komzet izelvroeg met ivez frizeg ar c’hôrnog, unan eus an teir yezh frizek a zo anezho a-hed Mor an Norzh (an div all a zo en Alamagn). Hervez ar studiadenn diwezhañ bet graet e 2019, etre 65 ha 75% eus tud ar Friz a oar frizeg. Hag an hanter eus ar vugale a glevfe frizeg er gêr !

D’ar sadorn 8 a viz du e vo aozet ur brezegenn gant DINGtiid, ur seurt ONG evit ar frizeg. Bep bloaz e vez graet ur brezegenn veur war tem-mañ-tem gant DINGtiid evit sachañ evezh an ensavadurioù hag ar bobl frizeg war tem-mañ-tam. Ar sport e frizeg a vo tem ar bloaz-mañ.

Ur c’hlub troet war ar frizeg

Displeget e vo gant sportourion ar c’hlub Harkemaske Boys, ur skipailh mell-droad eus Friz, penaos e vez implijet ar frizeg er c’hlub. Ur c’hlub amatour eo an Harkemaske Boys met c’hoari a ra e live uhelañ ar mell-droad amatour. Ha lakaet o deus implij ar yezh e-kreiz identelezh ar c’hlub : war an tachennoù mell-droad, er gantinenn, war ar mailhurennoù, met ivez pa vez ar skipailh o c’hoari er-maez !

E deroù an hañvez e oa bet skignet ur rentañ-kont-kuzuliañ gant DINGttid. Ennañ ne oa ket anv eus ar sport met eus an deskadurezh eil-derez. Hervez an ONG e vefe ret kreñvaat plas ar frizeg en deskadurezh micherel eil derez. Ha skrivet a zo e-barzh ez eo frizeg « ar yezh kehentiñ en embregerezhioù bihan pe krenn » eus ar Friz ha « dav eo gouzout ha komz frizeg evit labourat er PME/TPEioù ». Da heul e prepoz DINGtiid ur rummad a ziarbennoù evit ma vefe kemeret muioc’h e kont ar frizeg e kursus ar re yaouank war o studi er filierennoù micherel.

Crédit photo : Lec’hienn DINGtiid
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

Friz (Izelvroioù) : a-benn miz gwengolo e vo posubl studiañ ar frizeg ha danvezioù all e frizeg er skol-veur

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Votadegoù kêr en Izelvrioù : Ar strollad broadelour frizian en e uhelañ !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.