Peuriñ-dibeuriñ (peotramant « treuzpeuriñ ») a zo e Breizh. Da lavaret eo e vez kaset chatal a bark da bark peotramant a bark da graou-deñved pe kraou-saout pa cheñch an amzer. El er menezioù !
Etre Pornizh ha Pradvael, e Bro-Raez, eh eus bet dilojet 370 garv ha dañvadez d’ar 14 a viz here da skouer. Durant an hañvez e oent é peuriñ e Feuntan ar Vretoned e Pornizh hag a-hed ar gouiañv e vint é peuriñ en ur park a Bradvael. Tud o deus o ambroug hag eürus e oe an amizion doc’h o gwelet
A-zirak Menez-Mikêl, etre Normandi ha Breizh, eh eus deñved é peuriñ er paludoù. Etre meurzh hag imbril e vez o laosket er paludoù durant an deiz ha kraouiet durant an noz. Bemdez eh eus ur seurt peuriñ-dibeuriñ neuzen. Evit brasañ joe an dud é vizitiñ Menez-Mikêl èl rezon !
E Krehen, en Aodoù-an-Arvor, ur c’houplad é terc’hel ur metari a laka e dropellad a vuoc’hed é cheñch prad bep blez ivez é tremen dre greiz ar bourk.
E Douarnenez, bep blez e vez kaset etre meurzh hag imbril atav, deñved àr enez Tristan. Gwezharall e veze o c’haset gant ar vag ha bremañ e c’hellont mont get ar roudouez pe vez izelvor. Fest e kêr pa arru an tropellad !
Er Glenan ha dirak Pleneuf Val Andrev en Aodoù-an-Arvor e veze kaset chatal àr inizi tro miz meurzh gwezharall. Bremañ emañ achu mes savourion chatal bio pe alternativel a c’hellahe adlañsiñ an traoù.
E Gwened, er Mor Bihan, ne vez ket mui implijet ar c’harr-chatal evit degas deñved metari ar Vincin da monet da beuriñ e parkoù nevez, pell mat ag ar feurm. Hag evit-se eo dav treuziñ un tamm eus Gwened get un tregont bennak a bennoù-deñved bewezh àlkent. Ha get ar mesaer e vez kaozet berton doc’h e gi !
Un tamm partout e Breizh e weler tropelladoù deñved é vonet d’ar park d’an nevez-hañv, ha muioc’h-mui e weler tud é kerzhal gete, doc’h o ambroug, èl er menezioù mah eus miliadoù a dud é vonet d’an alpajoù get ar chatal. Setu ur c’hiz nevez hag a ra vat !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..