Kemper : A-benn nebeut e vo prosez Nicolas Gonidec

Publicité

« Un den iskis eo Nicolas Gonidec. » setu ar pezh a gleved e-barzh bedig-bed ar c’hleweled hag ar brezhoneg e Bro-Kemper. ha ne oa ket nevez-nevez. Rener an embregerezh kleweled An Tour Tan e oa eñ ha bet kuzulier-kêr Kemper e-karg eus sevenadur Breizh. Gwazoù zo o doa maget kasoni outañ zoken. ‘Fin, trouzioù ‘oa diwar e benn. Met, a-wechoù, an « trouzioù »…. dreist-holl bremañ gant ar spered « mitou »/mytho a-wechoù !

Hogen pa tarzhas an afer e 2021, goude ur prosez kentañ, e oant niverus, merc’hed pe paotred o lavarout e « oarent ».

Met petra a oarent ez rezis ? Eno emañ an abadenn. Setu ar fedoù : tamallet eo Nicolas Gonidec diwar-benn gwall-draoù :

– Gant 19 maouez eo tamallet da vezañ graet « savadennoù biologel ». Hogen, n’eo ket klañdiour Nicolas Gonidec.

– Gant 44 maouez all eo tamallet da vezañ graet « prederioù klañdiour »

– Gant seizh maouez all e vez rebechet dezhañ da vezañ graet tagadennoù revel dezhe.

Ha tout-se e Breizh hag e Paris.

Merc’hed all o doa savet klemm eneptañ met re gozh e oa ar fedoù.

Hervez an testennioù e oa sot Nicolas Gonidec gant ar pikurennoù, ar savadennoù biologel, an tennadennoù gwad. Evit troc’hañ e c’hoant en defe ijinet ur seurt « protokol mezegel » ma c’houlenne gant maouezed c’hoari ar c’hobayed. Mui « abadennoù distenn » diazezet war ar « blijadur terapeutek » da heul evit darn…

Gwir pe gaou tout-se ?

Barnet ha tamallet eo bet Nicolas Gonidec ur wech evit fedoù a-seurt-se dija. Da dri bloavezh toull-bac’h, daou anezhe gant goursez e oa bet kondaonet. Ha dirak ar boliserien en defe anavezet an darn vrasañ eus ar fedoù met pas an tagadennoù revel. Gouez dezhañ e oa asant ar merc’hed rak « sinet o doa dokumantoù ». Hervez ar merc’hed ne oa kontant da vezañ flac’hataet…

Goude tarzh an afer e oa bet toullbac’het ha neuze dibrizonet e miz gouere 2022, met lakaet dindan evezh barnerezhel.

Etre ar c’hentañ hag ar pemp a viz kerzu e vo e brosez e lez-varn Kemper.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Economie

Amazon achète des livres rares, les découpe et les détruit pour entraîner son IA

E brezhoneg, Guérande, Local

Levrigoù-familh e brezhoneg e Gwenrann !

Politique

Nationalisme corse et droites européennes : ce qui se jouera aux Scontri Palatini des 28 et 29 août

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

« Souffler sur la Breizh » : projection et débat sur l’avenir breton à la chapelle du Louya

Sociétal

3919 : ce que la sénatrice a réellement dit, et ce que le collectif lui prête

Nicolas Hulot

Environnement, Politique

On croyait que Nicolat Hulot faisait du surf à Saint-Lunaire…

Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, RENNES

Iffendic (35) : un « groupe de vigilance » en projet face aux cambriolages

International

Daria, l’amie que la guerre m’a prise

poignant

Politique

Il ne faut pas compter sur Bernard Poignant pour défendre l’ « autonomie » de la Bretagne

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Gwidel (Bro Gwened) : Tan ‘b’ar c’harrdi mes perak ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Politique, Sociétal, Société, Tribune libre

Affaire Morandini : l’art de se tirer une balle dans le pied [L’Agora]

Découvrir l'article

QUIMPER

Affaire Nicolas Gonidec : un système d’emprise sexuelle au cœur du monde de la culture bretonne, et de nouvelles poursuites à venir

Découvrir l'article

QUIMPER

Quimper. Cinq ans requis contre un ex-élu obsédé par les prises de sang et accusé d’agressions sexuelles

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.