Ha troet he deus sot pe get ? E Bro-Iwerzhon, evel bep bloaz, ez eus bet graet ur brezegenn gant prezidant ar vro da geñver ar Sant-Patrik, gouel broadel Iwerzhoniz e pep lec’h er bed.
Hogen ar bloaz-mañ he deus douget bri ar brezidantez eus an tu-kleiz d’ar repuidi rak « kalonek int » hag o deus « reziliañs ».
Hervezi, Sant-Patrik a oa bet « treuzdouget dre guzh » eus Breiz-Veur da Iwerzhon dre Mor Iwerzhon er Vvet kantved. Hag an darvoud-mañ a dle addegas da soñj an dud « pegen kalonek ha reziliañt eo ar repuidi » a erru a-vagadoù e Bro-Iwerzhon.
Ouzhpenn da se he deus lavaret e rank Iwerzhoniz « bezañ kengred gant ar re a zo fall o jeu er bed a-bezh ».
Da echuiñ he deus klasket faot gant an « tagadennoù a-enep ar gwir etrebroadel » hep mennegiñ an SUA pe Israël avat.
E Bro-Iwerzhon ez eus muioc’h-mui a ensavadurioù ha ravoltoù poblek a-enep an enbroerezh hag a zo o tegas freuz ha reuz er vro.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.