Politikerezh : hag e vo votet en-dro a-benn bloaz ?

Addilennaet eo bet Yaël Braun-Pivet d’ar “c’hlud”. Hag hi eus ur strollad hag a zo erruet en trede plas er votadegoù kannaded ! Hervez kont, e vo anvet ur ministr-kentañ gant Emmanuel Macron a-liv gant prezidantez ar parlamant, da lavaret eo ur macronour…hag o deus kollet ar votadegoù !

Nemet ma teu a-benn Emmanuel Macron da skoulmañ un emglev hag a vodo ar PS, Ensemble hag an « LR eus an tu-kleiz » evel a c’houlenn Clément Baune, n’en do ket ar ministr-kentañ macronour tamm muiañ-niver ebet, ar pezh a dalv e vo diskaret a-benn an distro-skol gant an tu-kleiz pa vo anv da votiñ war ar budjed.

Belote ha rebelote ! Dleout a raio Macron itrikañ ha marc’hata evit sevel ur muiañ-niver en-dro, ken brall-divrall hag an hini kozh, anat.

E-keit-se ez a war-washaat kudennoù strukturel ar Frañs : muioc’h a estrañjourion o tont, ne vo ket lañset programoù meur evit ma vefe lojamantoù a-walc’h evit an holl rak pa vez bresk ar gouarnamant ne vez ket boulc’het chanterioù meur gantañ, paeañ ar c’hargidi hag ober war-dro an aferioù boutin ne lavaran ket. A-benn 2027 ne vo ket druz ar grampouezhenn evidomp-holl, ‘m eus aon !

Mont a raio an traoù e-giz se, kamm-digamm, betek 2027 hag ar votadegoù prezidant, ma vo diskoulmet an traoù… pe get !

Gant afer an tenn war ar prezidant Trump e voe lavaret adarre e oa trouz ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet. Met e Frañs, daoust hag eo gwelloc’h an traoù ? Ur vro rannet e daou, an islamo-gaochisted skoaz-ouzh-skoaz gant an islamisted, ar c’hêrioù a-enep ar maezioù, an uhelidi a-enep ar werin. Blaz ar brezel diabarzh a zo e Frañs ivez ‘m eus aon…

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Sociétal

Macron à la TV pour « brainwasher » les Français en PLS – I-Média

Découvrir l'article

International

Israël. Macron « en croisade contre l’État hébreu» : pourquoi, et surtout comment ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Macron giflé par Brigitte, la France encore humiliée ? I-Média n° 542

Découvrir l'article

Sociétal

Macron sur les rails médiatiques d’une communication à haut risque ! – I-Média n°539

Découvrir l'article

A La Une, Politique

Macron ferme la porte à un référendum sur l’immigration : la fracture démocratique s’agrandit

Découvrir l'article

Sociétal

Louis Sarkozy partout : les médias préparent-ils l’après-Macron ? – I-Média n°539

Découvrir l'article

Politique

Tapis rouge pour le djihad : Macron, Ahmed al-Charaa (Abou Mohammed al-Joulani) et la trahison de la mémoire française

Découvrir l'article

Sociétal

Macron, Trump et Zelensky au Vatican : la chaise de la discorde ! – I-Média

Découvrir l'article

Politique

Pouvoir d’achat, immigration et délinquance : les préoccupations majeures des Français en 2025

Découvrir l'article

Politique

Menace Russe ? Vite, Macron s’en va-t-en-guerre ! – I-Média

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky