Brav eo Dineol, e Bro-Gerne, kostez Kraozon. Ha gouzout a ra Sandrine Rousseau, ar gannadez ekolo, an dra-se rak gwelet eo bet n’eus ket pell zo o pourmen he c’halite gant he mignon « disavet » dre vinojennoù ar gumun. Kar, hervez kont, e fell d’ar gannadez prenañ un ti kozh da reneveziñ war ar maezioù evit ober hec’h eil-tiez anezhañ.
Met n’he deus ket bet chañs an ekolo-woke kar unan eus hec’h amezeien da vont a vo… Patrick Sastre-Coader, savour deñved (bio) ha sekretour ar C’hoordination Rurale anezhañ ! Ha gant ar pezh he deus lavaret Sandrine Rousseau war ar baizanted abaloe bloavezhioù n’eo ket sur e vo karantezus hag amiapl an amezegezh evit ar bobo-parizianez.
Kaset ez eus bet ur gemenadenn war ar rouedadoù sokial gant Patrick Sastre-Coader. Enni e skriv ar savour deñved e c’hortoz e vefe kaset digarezioù ganti evit tout ar pezh he deus lavaret diwar-benn al labourerien-douar.
Crédit photo : Patrick Sastre-Coader
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine