Bro-Iwerzhon : Catherine Connolly a zoug bri d’ar « repuidi » evit ar Sant-Patrik

Ha troet he deus sot pe get ? E Bro-Iwerzhon, evel bep bloaz, ez eus bet graet ur brezegenn gant prezidant ar vro da geñver ar Sant-Patrik, gouel broadel Iwerzhoniz e pep lec’h er bed.

Hogen ar bloaz-mañ he deus douget bri ar brezidantez eus an tu-kleiz d’ar repuidi rak « kalonek int » hag o deus « reziliañs ».

Hervezi, Sant-Patrik a oa bet « treuzdouget dre guzh » eus Breiz-Veur da Iwerzhon dre Mor Iwerzhon er Vvet kantved. Hag an darvoud-mañ a dle addegas da soñj an dud « pegen kalonek ha reziliañt eo ar repuidi » a erru a-vagadoù e Bro-Iwerzhon.

Ouzhpenn da se he deus lavaret e rank Iwerzhoniz « bezañ kengred gant ar re a zo fall o jeu er bed a-bezh ».

Da echuiñ he deus klasket faot gant an « tagadennoù a-enep ar gwir etrebroadel » hep mennegiñ an SUA pe Israël avat.

E Bro-Iwerzhon ez eus muioc’h-mui a ensavadurioù ha ravoltoù poblek a-enep an enbroerezh hag a zo o tegas freuz ha reuz er vro.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

En Irlande, la nouvelle présidente Catherine Connolly veut remettre la langue gaélique « au centre »

Découvrir l'article

International

Présidentielle irlandaise : Catherine Connolly élu..par moins d’un Irlandais sur 3

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Bodad-seveniñ ar C’huzul-rannvro e Bro-Iwerzhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Delwenn Margareth Thatcher e Grantham : kerkent igoret kerkent mastrouilhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Lezenn nevez war an iwerzhoneg e Norzh-Iwerzhon : ket a-raok ar votadegoù Stormont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, International, Politique

Loïg Chesnais-Girard : Goude Nikola Sturgeon, kannader Bro-Iwerzhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Iwerzhon : Conradh na Gaeilge a gomz d’an ONU

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.