
Lannuon : daou “Norzh-Afrikan” o deus laeret kasedad ar bus BreizhGo
Mantret eo tud Lannuon goude ar “razzia” a zo c’hoarvezet dilun dremenet e kreiz pont Kermaria. Daou waz, daou “Norzh-Afrikan” hervez an testoù, a zo pignet er bus BreizhGo a dro etre Sant-Brieg ha Lannuon, kouchet ar bleiner gant ur bistolenn otomatek ha laeret kased ha kasedad ar veaj. Aet int ket war droad war-du kreiz-kêr Lannuon goude an taol.