
Kombrid (Bro-Gerne) : un hentad divyezhek a-benn miz gwengolo
E Kombrid e oa an Ofis Publik ar Brezhoneg d’ar meurzh 15 a viz here evit un emvod-kelaouiñ gant an ti-kêr evit kas keloù d’an dud eus digoradur un hentad divyezhek e skol bublik Sant-Voran e miz Gwengolo. Goude hini Ar Faoued eo skol Kombrid an eil skol eus Bro-Gerne ma vo digoret un hentad divyezhek enni a-benn an distro-skol