
Tachenn nevez evit an dermajied e Gwenrann : ar prefed a lavar « ya » !
Setu graet eo. Roet en deus prefed al Liger-Atlantel e asant evit ma vefe gouestlet tachenn ar Pré Bissin e Gwenrann d’an dermajied. Ul « leur tremen bras » a 8 devezh arat e vo. An dud o veviñ e-kichenn a zo a-enep krenn ar raktres, paludoù-holen hag un takad Natura 2000 a c’hellfe bezañ saotret gant dourioù lous ar c’hamp, un