Muioc’h eget 7000 bugel er skolioù iwerzhonek eus ar c’hwec’h kontelezh

Evit ar c’hentañ gwech e vo muioc’h eget 7000 bugel skoliataet er skolioù iwerzhonek dre soubidigezh eus ar c’hwec’h kontelezh (lodenn eus Iwerzhon dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet). E Dún Geanainn (Dungannon) e kontelezh Tyrone ez eus 143 bugel da skouer. E 2011 e oa bet savet ar skol hag ar bloaz kentañ e oa 12 bugel enni hepken.

Ouzhpenn d’ar gouezeleg e vez desket ar sportoù gouezelek gant ar vugale e seurt skolioù. A-benn ar fin int soubet holl en un « aergelc’h iwerzhonad » penn-da-benn. Gaelscoileanna  a zo anvet ar skolioù iwerzhonek dre soubidigezh. Ar Gaelscoil gentañ a zo bet krouet 50 vloaz zo er c’hwec’h kontelezh. E 2017 e oa 92 skol en iwerzhoneg meret gant Comhairle na Gaelscolaíochta, da lavaret eo ar C’huzul evit Kelenn en Iwerzhoneg.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS