Ar c’hembraeg lakaet diaes e Anglesey

Publicité

Hervez ur studiadenn nevez, e enez Anglesey ne zeu ket a-benn ar c’hard eus ar tiegezhioù ma vez komzet kembraeg gant an tad hag a vamm da dreuskas ar yezh d’o bugale. Koulskoude, un drederenn eus an tiegezhioù ma vez komzet kembraeg gant an tad pe ar vamm a zeu a-benn da zeskiñ ar yezh d’o re.

Perak ez a war ziskar niver ar gembraegerien war enez Anglesey eta ? Abalamour d’an divroidi, ha dreist-holl d’an divroidi saoznegerien. E 1951 e oa kembraeger 80,1% eus an dud o chom en enezenn hag e 2011 ne oa ket nemet 57,2%. Abaoe 2016 e klask kuzul an enezenn lakaat ar sifr da dizhout an 60%. Gwelet vo ha tizhet eo bet ar pal pa vo embannet disoc’hoù an niveradeg a vo aozet ar bloaz-mañ.

Muioc’h-mui a dud a zo en enezenn met nebeutoc’h-nebeutañ a gembraegerien, siwazh. Tro Holyhead n’eus ket nemet 58,8% a gembraegerien da skouer ha betek 90,4% e kreiz an enezenn, m’emañ rouesoc’h an implijoù avat.

Crédit photo : flickr (cc https://www.flickr.com/photos/alwyn_ladell/7182153638 )
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.