Un anv marc’had nevez : ar « Marc’had Okitan»

Publicité

Diouzh ar c’hiz eo an « teroueroù », « produioù ar vro » : lañset ez eus bet gant ar gevelouri « Coopérative Agricole d’Occitanie et de Provence » peotramant « Arterris » un anv marc’had nevez : Marché Occitan. 25 000 labourer douar a za d’ober Arterris ha fellout a ra dezhe gwerzhañ o froduiioù war-eeun ha n’eo ket dre ar gourmarc’hadoù ken. Evit hen ober emaint e soñj digeriñ 20 stal a-benn 2026. E Balma, e Garona-Uhel eo bet digoret an hini kentañ d’an 19 a viz mae.

500 produ a vo kinniget er stalioù-se, produioù fresk met ivez traoù all produet er vro. E miz du e oa bet lañset al lec’hienn internet marcheoccitan.com dija.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.