Trouz a zo en Afrika-ar-su er mare-mañ diwar-benn ijinourien eus Bro-gKuba. Hervez ar sindikad « Solidarity » e vez kalz uheloc’h goproù ar ijinourien guban implijet er vro eget re an ijinourien suafrikan. Abaoe mizioù e vez implijet ijinourien guban gant ministrerezh an dour hag ar puradur evit modernaat rouedad dour ar vro. Pezh zo, hervez Solidarity e kemer plas an ijinourien-se ijinourien suafrikan a ouenn vat ha gounezet e vez muioc’h a arc’hant gante eget gant re ar vro. Kaset eo bet an afer dirak al lez-varn gant Solidarity.
Hervez ar vinistrerez eo mennet klemm Solidarity gant un seurt « estregasoni » kement hag ar « gasoni a-enep ar bobl guban ». Hag ar vinistrerez da lakaat ar pouez war rol istorel Kuba e fin an Apartheid ha kement zo tout.
Emañ an ANC, ur strollad marksour anezhañ, e penn ar vro abaoe 1994.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse
Marksouriezh pe get, bez eo bet feulsterioù ouzh embroidi (Mozambique, Zimbabwe) en Afrika-ar-su.