Bretagne Réunie tolpet dirak ar c’huzul departamant 44

Publicité

Diriaou vintin, da geñver dalc’h digeriñ ar respetad nevez, e oa tolpet emsaverien Bretagne Réunie/Breizh Adunvanet dirak ar c’huzul departamant Liger-Atlantel.

Adlavaret o deus an emsaverien e oa bet rastellaet 105 000 sin digant keodedourion eus an departamant e 2018 evit reklem e vefe aozet ur votadeg war an adunvanidigezh. En aner. Kaset e oant bet d’ar bern teil gant Philippe Grosvalet, ar prezidant kozh hag, abaoe, n’eus ket mui anv da lakaat an dud da votiñ.

N’eo ket sur e raio Michel Ménard, ar prezidant nevez, muioc’h a draoù eget Philippe Grosvalet met, d’an nebeutañ, en deus anvet ur bez-prezidantez d’an « dalc’hoù Breizh » en e skipailh nevez. Petra dalv « dalc’hoù Breizh » avat ? Amañ emañ an dalc’h… Un emgav etre Breizh Adunvanet ha Michel Ménard a zo war ar stern, da vihanañ.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.