Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Itron-Varia Kerrien (22) : ur santual da zaremprediñ

E Bro Menez, e reter Aodoù an Arvor, kostez Loudia e c’hell ar gwir c’hristenion daremprediñ ul lec’h sakr gouestlet d’an itron Varia : santual Kerrien an hini eo. « Lourdes vihan ar vretoned » a vez graet anezhañ. E kreiz ur gêriadennig voutig emañ ar santual, dirak runoù ar Menez.

E 1652, ur plac’h yaouank a 12 vloaz, Jeanne Courtel, bouzar ha mut, a welas an Itron Varia meur a wech. Evit kendrec’hiñ pennoù bras an Iliz d’ar mare-se e adlavaras ar pezh a gontas dezhi ar Werc’hez : « klaskit e-kichen an eien hag e kavoc’h un delwenn ac’hanon. Amañ, e kreiz ar gêriadenn, e fell din e vefe savet un iliz ma pedo enni tud o tont eus pep lec’h ». Klasket e voe tro-dro d’an eien hag e voe kavet un delwenn gizellet, hervez an istorioù kozh, gant Sant Gal, ur manac’h degouezhet er vro mil bloaz a-raok o tont eus Bro-Iwerzhon !

Evel just, goude-se, ne voe ket lui bouzar ha mut Jeanne Courtel ha burzhudoù all a zo bet gwelet da c’houde.

Diwar-se, tamm ha tamm ez eus bet savet ur chapel gouestlet d’an Itron Varia, ur santual, ur greizenn evit ar birc’hirined, ur stal zoken. Bep bloaz e vez aozet perc’herindedoù e Kerrien. D’ar 15 a viz eost, evel just, ma c’hell dont betek 10 000 pirc’hirin ha da eil sul miz gwengolo evit « pirc’hirinded ar re glañv ».

Ur gumuniezh seurezed a zo er gêriadenn, nepel eus ar c’hapel, hag ur person a ra war-dro al lec’h ivez. Bep sizhun ez eus overennoù ha deizioù zo emañ leun chouk ar chapel. Tud kozh eus ar vro evel en holl ilizoù ar « sindik freuz-stal » m’eo deuet da vezañ iliz ar pap Fañch, met ivez tud o pediñ war an daoulin, neuz « kato tradi » kentoc’h anezho. N’eus ket kalz tud a seurt se met bez eus anezho memestra. N’eo ket Kerrien un iliz « tradi » met tradi a zarempred anezhi lakomp.

Un den a feson eo an aotroù person, an tad Gérard Nicole, bet person Gwengamp ha vikel vras. N’eo ket paotr an hengoun hemañ (pediñ a ra en e sarmonn “evit an divroidi” da skouer) met moaien zo da doulañ kaoz gantañ war meur a sujed. Gouzout a ra un tamm gallaoueg ha brezhoneg zoken !

D’ar wir c’hristenion da reiñ da glevet o mouezh, mouezh feiz hon tadoù kozh, ha dreist-holl da reiñ da glevet ar wirionez a-dreuz ar sotonioù a glever an deiz hiziv, betek e kreizig-kreiz an Iliz siwazh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Local, Loudéac, Religion, Société, Vidéo

Querrien (22) le seul lieu de Bretagne où la Vierge Marie est apparue…[Vidéo]

Découvrir l'article

A La Une, Ensauvagement, Local, Loudéac, Religion, Société

La Prénessaye (22). Le tronc de l’église du sanctuaire de Querrien volé aux religieuses !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Ur banniel laeret e iliz Sant-Albin e Roazhon

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine

Le diocèse de Quimper et Léon met à disposition une grande partie des exemplaires du journal Feiz Ha Breiz en version numérique

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Loudéac

Kerrien (22) : un devezh er pardon…

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Entre Locunolé, Querrien et Guillogomarc’hLes Roches du Diable. Rec’hier an Diaoul

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Scrignac (29). Perrot, Jégou, Rallier, Lech’vien : ces prêtres martyres honorés le 22 avril 2019

Découvrir l'article

Tribune libre

Gouel ar Bleun-Brug : l’ancêtre breton du Puy du Fou [Tribune libre]

Découvrir l'article

Société

Ar Gedour. « Nous pensons que la Bretagne n’est plus une terre chrétienne mais une terre de mission » [interview]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky