An dibenn-sizhun-mañ e oa eil pardon Kerrien e La Prénessaye tal-kichen Loudia e Aodoù-an-Arvor. Nebeutoc’h a dud a oa evit hini ar pemzek a viz eost, evit Gouel Maria, deiz ar « pardon kentañ » met normal eo bep bloaz e vez mod-se. Tro 1500-2000 kristen zo deuet memestra, dreist-holl evit klevet en overenn roet gant ar breizhad (ganet e Ankiniz) Mgr Moutel, eskop Sant-Brieg ha Treger anezhañ.
Un digarez eo bet ar pardon evit prezantiñ d’an dud rektor nevez ar santual : an tad Guillaume Caous, an hini eo, ur brezhoneger anezhañ. Graet en deus ur brezegenn e fin an overenn ha sañtet e vez eo hennezh un den divoutin. Pouez-mouezh bro-dreger gantañ ha n’emañ ket e deod en e yalc’h war a seblant ! Rock ‘n roll e vo en tu-mañ eus Kreiz Breizh.
Kerkent hag erruet e Kerrien en deus bet an tad Caous ur gudenn da zirouestlañ : laeret eo bet traoù an noz a-raok ar pardon. Boued hag evajoù dreist-holl. N’o deus ket al laeron laeret kalz traoù met dipitet eo bet an dud a youl vat, tud war an oad kentoc’h, pa tegouezhjont d’ar mintin evit prientiñ an traoù.
Santual gouestlet d’ar Werc’hez Vari nemetañ e Breizh eo santual Kerrien. Bep bloaz ez eus daou bardon gant miliadoù a dud o tont met tud eus ar vro eo a zeu ha n’eo ket tud eus Breizh a-bezh. Un domaj eo kar brav eo al lec’h.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.