Ar redadeg evit an araneg gouestlet d’ar skolioù ar bloaz-mañ

Publicité

Evel bep bloaz e redo Araniz evit o yezh : an araneg, da lavaret eo an okitaneg gaskon komzet er Val d’Aran, un tiriad okitanek eus Bro-Katalogn. « Corsa Aran per sa lenga » eo anv ar redadeg-mañ ha d’an 31 a viz gouere e vo aozet gant ar gevredigezh « Lengua Viua » ar bloaz-mañ c’hoazh.

D’an 31/07 e vo redet evit plas an okitaneg er skol, gant al lugan « Cap pas endarrèr, aranés lengua veïculara » (arabat mont war-gil, araneg kedyezh). Klask a ra ar justis spagnol terriñ ar soubidigezh er skolioù katalan (ha pa vefent e katalaneg pe en okitaneg) dre o rediañ da reiñ 25% eus ar c’hentelioù e kastilhaneg.

 

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.