Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ha brasaet e vo an atant sevel-moc’h eus Gwenvenez-Penfao (Bro-Redon) ?

4 400 pemoc’h o kac’hat hag o pisat en un atant sevel-loened industriel eus Gwenvenez-Penfao, se oa kalz dija met fellout a ra d’ar peizant brasaat e atant evit mont da 6 800 loen ! “Trawalc’h !” o deus lavaret kevredigezhioù evit an endro eus ar vro. Ligue de Protection des Oiseaux (LPO) eus Liger-Atlantel, France Nature Environnement (FNE), Bretagne Vivante, Eau & Rivières de Bretagne (ERB) hag ar C’hollectif sans pesticides o deus savet klemm dirak al lez-varn melestradurel eus Naoned dimeurzh dremenet evit ma vefe nullet an aotre roet gant prefeti al Liger-Atlantel da vrasaat an atant. E miz gwengolo 2019 e oa bet roet an aotre-mañ.

Evel just o deus aon ar c’hevredigezhioù e vefe muioc’h a saotradur gant ar miliadoù a oc’h ouzhpenn. Saotradur an dour, an douar met ivez saotradur an aer rak etre Gwenvenez-Penfao ha Merzhereg emañ an atant. War-hed div gammed eus bourk Merzhereg zoken ! “Ouzhpenn-se” eme ar c’hevredigezhioù “emañ fall-put an dour er vro-mañ dija”. Ur pec’hed e vefe da zegas muioc’h a saotradur e stêrioù ar vro neuze.

Dindan vreutadur emañ ar varnadenn. A-benn miz e vo embannet e ziviz gant lez-varn melestradur Naoned.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Environnement, FOUGERES, Local

Kudenn kimiek en ul labouradeg eus Maen-Roch (35)

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Liger-Atlantel : N’eo ket mat dour ar Sevr !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, REDON

Gwenvenez-Penfao (44) : hag addigoret e vo maen-gleuz Tahun ?

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local

Parkva brasañ Bro-Frañs e vo hini an Hellfest hag…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky