Liger-Atlantel : N’eo ket mat dour ar Sevr !

Publicité

A-benn 2027, e tleo 61% eus ar stêrioù bezañ en ur stad vat hervez ur sturiad european. Hogen, tro-dro da Naoned emañ pell Yann diouzh e gazeg c’hoazh ! Diazad ar Sevr da skouer a zo da adkempenn ha da zisaotrañ. 31 tolzenn dour (stêrig, stang, poull-dour, …) a zo e-hed ar stêr ha n’eus hini ebet diouzh al lezenn evit poent ! Poent eo ober un dra bennak o c’houzout zo bet lakaet 6 milion a euroioù evit adlakaat an traoù en o reizh war ar c’houlzad 2021-2026.

Petra zo d’ober aze ? Adsevel an tachennoù gleb, lakaat harz war saotradur al labour douar, gwellaat ar sistemoù evit puraat an dour lous. Siwazh, er purlec’hioù e kaver atav re a nitratoù ha re a saotradur all : fosfor, diastuzerioù a bop sort…

Hag evel just, an holl saotradur-mañ a za, da c’houde eus ar Sevr d’al Liger. Hag eus al Liger d’ar mor !

Evit gouzout hiroc’h war stad an traoù evit ar Sevr : https://www.sevre-nantaise.com/page/le-bassin-versant-de-la-sevre-nantaise-un-faisceau-de-rivier.

Crédit photo : sevre-nantaise.com

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Liger-Atlantel : N’eo ket mat dour ar Sevr !”

  1. Herri abYann (abAoepellzo) dit :

    Dav ‘vefe skrivañ : en ur stad vat, tro-dro da Naoned, da zisaotrañ, poent eo ober un dra bennak ha n’eo ket : bezañ en ur stad mat, tro-dro Naoned , da adkempenn ha da zisaoutrañ, Poent eo d’ober un dra bennak.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.