Maodilon (44) : distrujet e vo an iliz !

Publicité

Setu un iliz all hag a vo distrujet ! E Maodilon, e Bro Gwiniegi Naoned, e vo distrujet an iliz, hini ar bourk. Perak ? Savet e 1870, an iliz nevez-gotek-mañ a zo leun a zefotoù a-zeroù. Abaoe pevar bloaz emañ serret ken dañjerus eo deuet da vezañ. Mein a vez o kouezhañ ingal hag un dogenn en he fezh a zo en em zistaget diouzh ur voger.

Ur bodad-labour a zo bet savet evit kavout un diskoulm, ennañ ar maer hag ar person. Ha dav eo distruj an iliz ha sevel unan nevez da heul ? He reneveziñ ? Pe distruj ul lodenn ha reneveziñ ar peurrest ? Abalamour d’al lezennoù falakr enep-kristen n’hallo ket ar parrez hag ar gumun kaout arc’hant digant ar stad, ar rannvro pe an departamant. Arabat reiñ arc’hant d’ar relijion ! (war-bouez unan ?)

A-benn ar fin eo bet dibabet da zistruj an iliz en he fezh pe ul lodenn nemetken. Hag adsevel. Ur studiadenn teknik a vo lañset ha kemeret an diviz e 2024. D’an nebeutañ e vo savet an iliz nevez er memes lec’h rak ur gleuzenn a zo ha miret e vo anezhi mod pe vod. Da c’hortoz e c’hello ar gristenien pediñ er gleuzenn-mañ ma c’hell en em dolpañ un daou-ugent den bennak.

Crédit photo : wikipedia

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.