Sant-Loup (Bro Oueloù) : savet zo bet ur maen-bon evit an Tro Breizh

Publicité

Lañset e oa bet ar soñj gant ar C’huzul Rannvro : « Ha ma vefe savet mein-bon er c’humunioù ma tremen an Tro Breizh drezo evit diskouezh d’ar Vretoned kartenn o hent muioc’h karet ? »

Ar c’hentañ hini a oa bet savet e Plouared ha bremañ eo tro kumun Sant-Loup e Bro-Oueloù da sevel he maen-bon, skrivet warnañ un destennig hag a zispleg petra eo an Tro Breizh. Anv ar gumun a zo skrivet e galleg hag e brezhoneg war an tamm maen.

Tremen a ra pirc’hinaj an Tro Breizh dre 300 kumun, neuze e c’hellfe bezañ savet kantadoù a vein evel-se. 17 a vefe war ar stern evit poent.

Maen-greun eus Breizh a zo bet dibabet evit ober ar maen-bon hag a zo arc’hantaet gant profourien. D’an 23 a viz c’hwevrer e vo staliet da vat e bourk Sant-Loup.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.