Manifestadeg 9M : an urzh hag an nerzh

Publicité

D’ar sadorn 10 a viz mae o deus manifestet ur mil a emsaverien e Paris, evit enoriñ memor Sébastien Deyzieu, marvet d’an 09 a viz mae 1994 goude ur vanifestadeg a-enep an impalariezh amerikan.

Abaoe disadorn emañ an tu-kleiz e strabouilh. Hag ar gaochisted da bostañ war ar rouedadoù sokial skeudennoù ar vanifestadeg. Tud kigennek, tud renket mat, gwisket mat, tud en o reizh ha tud ha n’o deus drailhet netra. Ken disheñvel diouzh ur vanifestadeg c’haochist me lar’ deoc’h !

Amzer zo bet e oa evel-se ar manifestadegoù eus an tu-kleiz ivez. Pa oa en e uhelañ ar PCF. Pa oa ar PCF strollad al labourerien ha pa « talc’he » ar straedoù. Disiplin a oa e manifestadegoù ar PCF gwechall, hag al labourerien a gemere perzh enne ne oa ket choched anezhe.

Abaoe disadorn tremenet emañ ar gaochisted o reklem e vefe berzet seurt manifestadeg gant ar prefed. Diwar peseurt abeg ? N’o doa ket drailhet netra evel ‘m eus lavaret uheloc’h. N’o doa ket huchet luganioù a-enep ar polis (kouezhet e oa Sébastien Deyziou diwar un touenn kar e oa ar polis war e lec’h) pe a-enep strollad-mañ-strollad, den-mañ-den. N’o doa ket kerzhet o vantañ skritelloù treset warne ur pemoc’h o fouzañ Marine Le Pen.

War ar c’hazetennoù mainstream e lenner « o doa manifestet gant simbolioù a zegase koun eus « an ikonografiezh nazi ». Peseurt ikonografiezh ? Hini ar morzhol hag ar falz hag a zo simbolioù eus 100 000 milion a dud lazhet abalamour d’ar c’homunism ? Disadorn tremenet e Paris n’am eus gwelet swastika ha sin « SS » ebet !

Hag en Emsav ? Pet a emsaverien a vez oc’h en em pitouchañ o welet ar manifestadegoù republikan en Ulster ? Manifestadegoù urzhiet mat amañ ivez, gant tud o lifreoù dam-soudarded. N’eo ket manifestadegoù an Emsav anat, gant ar bannieloù LGBT hag ar zoo da heul. « Festimanifoù » a vez lavaret bremañ, keta ? Ur gwir veurlarjez pa lavarin mat ! Bewech e vez manifestet gant an Emsav em bez ar santimant da vezañ e Douarnenez da vare ar Grasoù… D’ar 17 a viz mae e vo manifestet gant woked an Emsav e Roazhon hag e vo c’hoazh ar memes zoo…

Er c’hontrol, d’an 10 a viz mae em eus gwelet ur vanifestadeg e Paris ha ne oa ket ur gay-pride bennak. Ur vanifestadeg ma oa asambles an urzh hag an nerzh.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Manifestadeg 9M : an urzh hag an nerzh”

  1. John Maxxx dit :

    N’eus truez ebet da gaout evit Parizianed dic’houest da zistripañ galianeg o hendadoù. Tud dizenor n’int ken, evel ar peurrest eus ar C’hallaoued.

  2. Raymond Neveu dit :

    Piou eo John Maddox? Ha tost d’ar Michigan gouest int da skrivañ e brezhoneg? Mat eo evit ar blanedenn!

  3. Mike Powersteel dit :

    Hervez kont e oa estrenien all a bep seurt er vanif-se : Italianed zoken, deuet da zegas muioc’h a c’hwezh kreizdouarel da Bariz.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

LA BAULE

« Euthanasie de masse et soins palliatifs : pourquoi combattre ? » : Eric Mercier à La Baule

Tempête solaire

Environnement

Coupures, désindustrialisation, canicules : le bilan contesté de la transition énergétique

Culture, Culture & Patrimoine

Trois adieux, La Frappe, Salvation, La Dernière patiente, The Good Sister, The Holy Boy, la sélection cinéma hebdo

Environnement

Loto du patrimoine 2026 : six sites bretons parmi les 100 projets départementaux retenus

Animaux

Journée mondiale des premiers secours : sauriez-vous réagir si votre chien ou votre chat avait besoin de vous ?

Economie

Comptes bancaires à l’étranger : ce qui change pour les résidents de l’UE en 2027

Economie, Tribune libre

Sur la dette, on dit tout…sauf l’essentiel ! [L’Agora]

Santé

BioNTech interrompt l’essai clinique de son vaccin ARN messager contre le cancer colorectal

voile_islamique_laicite

Sociétal, Tribune libre

Le voile islamique, symbole de l’hypocrisie politique française

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Sociétal, Tribune libre

Quand Jean-Philippe Tanguy crache sur le Comité du 9 mai et la mémoire de Sébastien Deyzieu : la trahison des médiocres [L’Agora]

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Frédéric Châtillon : « Il n’y a pas eu une année sans que des militants, de génération en génération, organisent une commémoration pour Sébastien Deyzieu, quel que soit le contexte répressif » [Interview]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.