Lambal : stourm ar garteridi a-enep al leti sokial

Ur raktres a leti sokial a zo e Lambal-Arvor, e-kichen ur lise evel just kar ret eo « meskañ an dud » ar muiañ ar gwellañ. Hogen emañ karteridi Gauffenis, ar c’harter « choazet », o reiñ mouezh evit ma vefe nullet ar raktres. Ne fell ket dezho e vefe tud trelatet, drammet pe me oar o kantreal e penn o hent-dall, anat !

E penn-kentañ e oa anv da sevel un dachenn evit an dermajied ivez, nepell eus al leti. Dre vurzhud ideologiezh ar « bevañ asambles » o defe en em glevet mat an div boblañs, evel just ! A-benn ar fin ne vo ket anezhi hervez rentañ-kont komiserez ar PLU embannet e miz ebrel. Met chom a ra raktres al leti.

Skrivet o deus ar garderidi d’an aotrou maer Philippe Hercouët evit adlavaret ne fell ket dezho e vefe savet al leti sokial. Votet e vo ar PLU nevez e miz gouere pe gwengolo ha esper o deus e vo klevet o mouezh gant ar guzulierien kêr. A-hend-all emaint en aviz sevel klemm dirak al lez-varn melestradurel.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Lamballe, Local, Société

Lambal (22) : Bilel ha Cédric kondaonet evit bezañ jahinet un den all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Lamballe, Local, Société

Lambal (22) : Skignet e vo videoù ul laeroñsi gant ur stal brikolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Lamballe, Local, Société

Lambal (22), ur gêr sur pe get ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Klas divyezhek e galleg e Lambal : diskoulmet an traoù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky