Abaoe 11 vloaz e vez skignet e meur a vro ur stirad polis amerikan anvet « Chicago Police Department » pe « Chicago PD » evit ar re dik outi. E Bro-Frañs ez eus moaien sellet ouzh ar stirad-mañ war Amazon Prime.

Depegn a ra ar stirad buhez pemdeziek ur bagad polis eus Chicago, an « Titouroù », m’emañ en e penn ur seurt Dirty Harry mod nevez anvet Henri « Hank » Voigt (Jason Beghe an aktour). E-barzh e skipailh ez eus un dibab a dudennoù « skoueriek » : al louarn kozh, ar fulenn, an eks-soudard, al latino, ar beg du, ar paotr yaouank, …

Ar pezh zo, n’eo ket Chicago Police Department ur stirad polis evel ar re all kar n’eo ket wok. Ha n’eo ket wok tamm ebet. N’eo ket eus an tu-dehou pellañ kenebeut, ur stirad « normal » eo tra ken. Henry Voigt hag e gomper Olinski a zo justiserien anezho ha ne’z a ket dizamant ganto pa tleont kaout un anv pe anzavioù digant un torfedour bennak. A-hed ar pennadoù e klask « polis ar polis » tapout anezho met ober a ra kazeg. Betek ar wech all… tudennoù all a zo kentoc’h strizh war ar reolennoù, er c’hontrol d’ar patron…

Ar pezh a zo interesant e-barzh Chicago PD eo e heul ar stirad ar bed evel m’emañ o treiñ. Abaoe 2014 en deus tarzhet ar wokism, an afer Georges Floyd ha tout ar sotonioù e-giz se. Hag anv a zo eus tout se e-barzh Chicago PD. Met n’eo ket kontet an darvoudoù-se gant savboent ar wokism, gant savboent an dud normal ne lavaran ket. Pa vez lazhet ur beg du e klask skipailh Voigt war-lerc’h ar muntrer, pa vez lazhet ur beg gwenn e klask skipailh Voigt war-lerc’h ar muntrer er memes mod. Met a-wechoù ez a pell ar produksion, pennadoù zo a zo taolioù skeudik ganto. Da skouer e tiskouez Chicago PD penaos e klask pennoù bras ar gumuniezh du eus Chicago c’hoari gant dalc’h ar ouennelouriezh evit sachañ an dour war o frad. Ha tampir ma vez tamallet e gaou ur poliser gwenn ! Hag ar memes tra a vez disklêriet pa vez klasket lakaat un torfed bennak war chouk ur beg du peogwir e teu eus ur « c’hartchier » bennak. Hag eñ didamall.

Setu ur stirad disheñvel diouzh ar re Netflix : ennañ n’en deus heñvelreviad ebet da skouer, « treuz » ebet kennebeut hag ar poliser du ne glask ket « terriñ ar spered gwenn ha trevadennour » a-hed ar pennadoù. Ober a ra e labour ha setu tout.

Ur seurt frañchiz eo deuet Chicago PD da vezañ bremañ gant is-stiradoù : Chicago Fire, Chicago Justice (ne badas ket pell), Chicago Med, … ha bewech e weler tudennoù o vont a stirad da stirad. Ganto ar memes spered « normal » !

E 2025 zo bet skignet 719 pennad eus ar frañchiz « Chicago », gant-se az peus daou vloavezh a nozvezhioù o tremen dirak o skramm d’an nebeutañ, profitit !

Crédit photo : Chicago PD
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky