Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Publicité

Joa e oa gant Loïg Chesnais-Girard, prezidant ar Rannvro, d’ar gwener vintin 13 a viz c’hwevrer, kelaouiñ an dud e oa savetaet ar Programm Stummañ Kelennerien Galleg-Brezhonek (PPPE) hag a stumm kelennerien nevez evit ar skolioù brezhonek. Setu ar pezh en deus kaset war ar rouedadoù sokial :

« Un trec’h eo evit yezhoù Breizh. Un trec’h evit ar re a stourm bemdez evit treuzkas ar brezhoneg d’hon bugale. Abalamour da adreizh stummadur kentañ ar gelennerien e oa lakaet ar Programm Stummañ Kelennerien Galleg-Brezhonek (PPPE) en arvar. En em savet omp neuze. Gant ar c’hevredigezhioù, gant an dilennidi, gant holl zifennerien hor yezh. Hag hor mouezhioù zo bet klevet.

Kenderc’hel a raio an hentenn bet roet lañs dezhi e 2022 e Brest. Gwelloc’h c’hoazh, digoret e vo ur programm nevez e Roazhon e 2027.
Stummañ kelennerien divyezhek a warant dazont ar Brezhoneg. Reiñ a ra tro d’hor bugale da greskiñ gant hor yezhoù e Breizh, gant hor sevenadur hag hor lorc’h.
Rak ur nerzh eo yezhoù Breizh. Hon identelezh int. Breizh int. »
Gant ar program-mañ e fell d’an Deskadurezh-Stad ha d’ar Rannvro stummañ kelennerien nevez evit an 20 000 bugel a zo skoliaetet en hentennoù divyezhek (Divaskell, DivYezh) pe dre soubidigezh (Diwan). Hag ezhomm zo rak bep bloaz e vank kelennerien ha gopraet vez diwar vall ha betek re, tud ha n’int ket stummet evit bastañ da ezhommoù ar filierennoù !
Foto : Rannvro Breizh

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon”

  1. Herri ab Yann dit :

    d’ar mintin gwener ? > d’ar gwener vintin !

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Mat tre Herri!

  3. Herri ab Yann dit :

    Mersi bras, Raymond, ma nizh !

  4. RAYMOND NEVEU dit :

    Loig Chesnais un dén ne gomprenn tra d’on yezh! Ha laouen eo perag? Brulu give us explications! Lol.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.