Perak zo bet taget ur c’hoñversant eus Landi e marc’had Sant-Loeiz, e Brest, d’ar sul 4 a viz mae ? Den ne oar, memes an daou vreur a zo diskred warno bezañ an dagerien. 19 vloaz ha 24 vloaz int hag e Brest emaint o chom. Gloazet eo bet ar c’hoñversant, torret e fas hag all. 40 devezh a ITT en deus bet, ar pezh a zo kalz evelkent !
D’an 30 a viz mae e vo prezantet an daou abostol d’ar barner.
E Brest e oa bet fromet an dud o klevet e oa bet taget ar c’hoñversant rak un den anavezet mat eo ha brud vat gantañ.
N’o deus ket lavaret an daou vreur perak an tanfoeltr o deus lammet warnañ evel-se da 5e30 mintin.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine