Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Publicité

E Penn-ar-Bed ne oa ket 2025 bloavezh an erc’h du evit ar felliezh. Ur gwall-vloavezh, ur bloavezh du, ne lavaran ket.

D’ar merc’her 4 a viz c’hwevrer e voe prezantet sifroù ar felliezh e 2025 e Penn-ar-Bed gant ar prefed hag e oa fas koad gantañ. Da gentañ holl e lakaas ar gaoz war ar gwallzavoudoù war an hent. 57 den a zo marvet war hentoù an departamant e 2025, ar sifr fallañ abaoe 2007. Blenerien dindan dramm, dindan boeson pe az ae re vuan a zo kaoz eus kement-mañ. Ha c’hoazh ! Evit poent n’eus ket kalz a wallzarvoudoù abalamour d’ar protoxid azot e Penn-ar-bed, da c’hras Doue !

Met e Penn-ar-Bed eo frouezhus marc’had an drammoù all : +13% a dud serret evit bezañ kemeret perzh en trafikañ dramm e 2025. +47% a gastizoù trezizadek evit ar re a gemer dramm ! Hag evel just zo bet sezisaet kiloioù a drammoù, armoù hag arc’hant gounezet diwar an trafikañ dramm gant ar boliserien hag an archerien.

Hag ankeniet eo ar prefed gant ar pezh a c’hoarvezh e Brest hag e Bro-Vrest : +30% a aferioù e liamm gant an dramm a zo bet en takad polis eus Brest e 2025, ar pezh a zo nec’hus-tre !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed”

  1. EAT Emglev An Tiegezhioù dit :

    Kentañ tra zo d’ober eo klask abalamour da betra e kresk an dizurzhioù er gevredigezh.
    Hag ar respont pennañ eo diskar ar relijion gristen bet divizet gant pennoù Bro C’hall ar frañmasoned.
    Keit ha ma ne vo ket sklaer an dra se evit an holl ne vo cheñchamant ebet.
    Ha ret eo diskouez penaos e vez lorbet an engroez ganto : en anv ar frankiz n’eus ket mui eus an Droug pa vez aotreet gant al lezenn (diforzhañ bugale, eutanaziezh, enbroerezh arloupet, …). En anv an Ingalded n’eus diforc’h ebet etre paotred ha merc’hed, en av ar Vreudeuriezh (met lazhet ganto o Zad) eo ret d’an holl soñjal evel ar Stad…

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Tad n’on ket a-du ganeoc’h! da’m meno re strizh eo ho kweled rak an torfedourienn-se n’int ket kristen!!! Poent cheñch mod gouarnamant hag echu gant ar ripiblik.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Politique

Brest : Franck Besombes joue la carte Retailleau

Découvrir l'article

Environnement

Vagues de chaleur marines : la façade Manche-Atlantique bretonne parmi les zones qui se réchauffent le plus vite

Découvrir l'article

Santé, Social

Maisons de retraite, internats, casernes : qui sont les 74 500 Bretons vivant en communauté ?

Découvrir l'article

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

BREST

Odysséa Brest revient le 13 septembre pour sa 24e édition contre le cancer du sein

Découvrir l'article

Politique

Sénatoriales : Patrick Le Fur conduira la liste du Rassemblement National dans le Finistère

Découvrir l'article

Football, Sport

Éric Roy, le roi sans couronne qui avait fait de Brest un royaume

Découvrir l'article

Santé

Cancer de la prostate : le CFRO de Brest-Quimper-Morlaix adopte un test sanguin pour personnaliser la radiothérapie

Découvrir l'article

Evenements à venir en Bretagne, Local

Camaret-sur-Mer : le Pardon des Motards Penn ar Bed fête sa 12e édition les 27 et 28 juin

Découvrir l'article

Sociétal

Lyhanna : Des milliers de Bretons dans la rue, entre douleur légitime et récupération politique de la gauche

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.