Arabat disneuziñ ar Gwenn-ha-du ! Goude ur gemenadenn ma lid « mizvezh al lorc’hentezioù » gant ur banniel Breizh adlivet mod LGBT en deus bet ar strollad muzik « B.R.E.T.O.N.S. » ur barrad a vrud fall war ar rouedadoù sokial.
« Arabat saotrañ hor banniel » a c’heller lenn war pajenn Facebook ar strollad pe :
E c’hontrol, tud all a zifenn banniel B.R.E.T.O.N.S. Ha piv eo bet ar re venetañ d’ho soñj ? Ar sonerien hag ar gazetennerien vreizhad evel just : Morwenn Le Normand, Enora Molac, … da lavaret eo ar bedig-bed kleizour hag a gred e soñj an holl dud eveltañ. Emañ ar bedig-mañ o c’houlenn an aluzenn er mare-mañ kar beviñ a ra diwar an arc’hant foran. Ha mat zo graet dezhañ !
Crédit photo : Bretons
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “B.R.E.T.O.N.S. a bak ur barrad brud fall goude bezañ dislivet ar Gwenn-ha-du”
Dija, savet e oa bet ur Vro Gozh nevez droch.