E kreizenn c’hall a stummadur etrearmeoù ez eus kelennerien war nouspet yezh, yezhoù egzotek dreist-holl. Ar sizhun tremenet ez eus bet skarzhet ur c’helenner war an arabeg hag a laboure er greizenn-mañ abaoe 26 bloaz goude un enklask kaset gant an DRSD, an « Titouroù Milourel ». Hervez ar melestradur milourel en defe « liammoù » gant ar servijoù kuzh aljerian ha tunizian.
Nagenniñ a ra ar c’helenner an diarbenn-mañ ha kaset en deus an afer dirak al lez-varn melestradurel.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine