Reve Donald Trump e vehe fall ar paracetamol evit pouponed ar merc’hied e toug. A-gaoz d’ar louzoù-mañ e c’hellahe ar bouponed bout aotek. Gwir pe gaou ? N’eo ket a-unvouezh ar skiantourion àr ar poent-mañ. Mes ur c’hleñved arall o deus serret gaochistezed ag an SUA a-gaoz d’ar wokism : argadiñ Donald Trump e forzh peseurt doare. Setu perak e weler muioc’h-mui àr ar rouedadoù sokial gaochistezed e toug é lonkiñ pilulennoù (hag amañ) a baracetamol (anvet Tylenol en SUA) just evit gober goap ouzh o frezidant. Hag evel rezon n’o deus ket afer ag ar louzoù-mañ kar n’o deus ket poan benn pe me ouia. Ne vern. Dre c’hoant defial ar « faskour » Trump en em filmiñ a reont é kemer Tylenol.
Pe mod e vo ar bouponed a-benn 3 pe 4 miz ? Ne reont ket foutr ur sort ! Ar pal a zo da stourm doc’h ar « faskouriezh »
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..