Ur relijion hep Doue eo ar gaochism. Dav eo krediñ. Hag adlavar ar pedennoù hep cheñch ger ebet enno.
Hogen, ez eus muic’h-muiañ a abostadion o kuitaat relijion ar wokism. Hag ar re-se a implij hor gerioù bremañ, gerioù ar skiant-vat. « Déni » (e galleg) da skouer a zo ur ger eus kamp an dud a skiant-vat.
Ha sebezet on bet o welet ar ger-se en un titl eus ar gazetenn « Le Mensuel de Rennes » ar mintin-mañ. Ur gazetenn eus an tu-kleiz eo « Le Mensuel », filierenn eus ar strollad Télégramme. Met n’hall ket mui ar c’hazetennoù a-seurt-se livañ ar wirionnez, dreist-holl e Roazhon. Hag evit lavar an traoù evel m’emaint e implij Le Mensuel ur ger « aroueriek » aze : « Le déni ». Ur ral eo.
N’eo ket kalz traoù, gwir eo, met diskouezh a ra splann emaomp o c’hounit brezel ar gerioù.
Illustration : Kopienn skramm X Le Mensuel de Rennes
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine