Ha ma vefemp o c’hounit « brezel ar gerioù » ?

Publicité

Bep un tammig emañ an « naratif » kleizour o kouezhañ en e boull. Evel ma vefe re bounner. Peogwir eo bet savet war gevier, war treizh. Chom a ra war e sav atav peogwir ez eus c’hoazh tud hag a goñsant da lavar faribolennoù ha ne vez kredet gant den ebet ken. Da skouer, ma teu ur paotr bennak, fas ar paotr dezhañ, skeud ar barv war e vizaj en ur sal hag e lavar « Me zo ur vaouez », an holl dud er sal, memes ar re c’haochistañ, a soñjo « oh nann avat, n’out ket ur plac’h, anat eo ». Met koñsantet e vo ganto da lavar ar c’hontrol dirak ar re all. Abalamour d’ar pouezh sokial. Abalamour d’ar sponterezh spered a zo o ren er metoù gaochist.

Ur relijion hep Doue eo ar gaochism. Dav eo krediñ. Hag adlavar ar pedennoù hep cheñch ger ebet enno.

Hogen, ez eus muic’h-muiañ a abostadion o kuitaat relijion ar wokism. Hag ar re-se a implij hor gerioù bremañ, gerioù ar skiant-vat. « Déni » (e galleg) da skouer a zo ur ger eus kamp an dud a skiant-vat.

Ha sebezet on bet o welet ar ger-se en un titl eus ar gazetenn « Le Mensuel de Rennes » ar mintin-mañ. Ur gazetenn eus an tu-kleiz eo « Le Mensuel », filierenn eus ar strollad Télégramme. Met n’hall ket mui ar c’hazetennoù a-seurt-se livañ ar wirionnez, dreist-holl e Roazhon. Hag evit lavar an traoù evel m’emaint e implij Le Mensuel ur ger « aroueriek » aze : « Le déni ». Ur ral eo.

N’eo ket kalz traoù, gwir eo, met diskouezh a ra splann emaomp o c’hounit brezel ar gerioù.

Illustration : Kopienn skramm X Le Mensuel de Rennes
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Santé

Où vit-on en meilleure santé en Bretagne ? Grandes villes et villes moyennes, le classement complet

Découvrir l'article

Economie, Education

Logement étudiant : 110 000 jeunes changent d’académie chaque année, la Bretagne dans le peloton

Découvrir l'article

Santé, Social

Maisons de retraite, internats, casernes : qui sont les 74 500 Bretons vivant en communauté ?

Découvrir l'article

RENNES

Rennes. La « bataille culturelle », selon Nathalie Appéré (PS)

Découvrir l'article

Environnement

Canicule en Bretagne : la fournaise s’intensifie, le pic redouté ce mercredi

Découvrir l'article

A La Une, Environnement

Canicule historique en Bretagne : les 41°C dépassés à Nantes

Découvrir l'article

Ensauvagement, RENNES

Rennes. Tirs, coups de couteau : plusieurs violences en quelques jours

Découvrir l'article

A La Une, Politique

Gilles Pennelle (RN) : « Au Sénat, je serai un allié opérationnel des communes » [Interview]

Découvrir l'article

RENNES

Rennes : des coups de feu en plein centre-ville, cinq interpellations

Découvrir l'article

RENNES

Rennes : les données professionnelles de 5 500 agents de la métropole volées lors d’une cyberattaque

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.