Un nebeut mizioù zo e oa bet lakaet ur petision en-linenn gant Förderverein Bairische Sprache und Dialekte (ar gevredigezh evit ma vefe kaset war-raok ar yezhoù hag ar rannyezhoù eus Bavier) evit ma vefe anavezet ha gwarezet ar baviereg, anvet gant ar gevredigezh « alamaneg standard kozh » (en alamaneg : Südhochdeutsch).
Ouzhpenn d’ar baviereg e c’houlenn ar gevredigezh e vefe lakaet e roll ar yezhoù rannvroel pe minorelaet gwarezet gant Bro-Alamagn ar Frañseg, komzet ivez en Elzas ha Mozel, hag an Alemaneg, komzet en div rannvro-se ivez.
Adskignet eo bet ar petision-mañ gant Land ar Bavier hag e ouarnamant emren hag a zo ar CSU (mirourion) e penn anezhañ. Ha goulennet gantañ ez-ofisiel da vBerlin e vefe lakaet an teir yezh-se e roll ar yezhoù anavezet ha gwarezet gant ar Stad.
Betek-henn el listenn-mañ e oa ar frizeg komzet er Schleswig-Holstein, ar souabe, er reter, ar plaat (komzet e Loren ivez) hag ar romani, yezh an Dermajied.
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Une réponse à “Ar Bavier a c’houlenn e vefe lakaet 3 yezh ouzhpenn e-barzh roll ar yezhoù gwarezet gant karta Europa ar yezhoù minorelaet ha rannvroel”
Mat tre bremañ end eeun ur petision evit brezhoneg war mod Bro vigouden! Frikern e lerc’h fri melen, barmaik e lec’h bremaik, ema meur a-wech e lec’h bezañ/on ha kement a troioù all! N’ e’ ket gwir?