Trajedienn Crans-Montana : hag a gendalc’h ar sotonioù !

Mantret eo bet an holl dud o welet ar pezh a zo c’hoarvezet e Crans-Montana da gala-bloaz. Hag ar pep mantrusañ eo bet da welet ar re yaouank o kenderc’hel da zañsal ha d’ober ar fest tra ma oa ar solier o teviñ, gant flamennoù a-wel d’an holl.

Ha c’hwi a soñj e vefe bet desket kentelioù diwar an drajedienn-se e Bro-C’hall ? Tamm ebet. Sellit ouzh ur video a zo bet graet an dibenn-sizhun-mañ e Bourdel. Evel e Crans-Montana : tud yaouank o tañsal hag o c’hoari disoursi gant gouloù Bengal o lipat ar solier. Ha n’eo ket gouloù bengal dister amañ c’hoazh !

Eüruzamant, an toull-noz pe an davarn bennak ma c’hoarvezas an dra-se a zo bet savet hag ekipet diouzh al lezenn hag ar reolennoù met petra a c’hoarvezo pa vo graet kement-all en un davarn evel ar C’huba Libre e Rouen ma c’hoarvezas un drajedienn all e 2016 ?

Goude trajedienn Crans-Montana ez eus bet lavaret gant lod e oa echu gant ar gouloù Bengal en ur lec’h kloz. Poent e oa d’ober gant gouloù led nemetken bremañ. War a seblant n’eo ket bet komprenet gant an holl.

Ha perak e c’hell tud c’hoari gant ar gouloù bengal en toulloù-noz p’eo difennet groñs en tribunelloù eus ar stadoù foot ?

Deskiñ kentelioù diwar an trajediennoù, amañ emañ hent ar furnez.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.