E Breizh zo ur bouchad pardonioù ! D’an hañv dreist-holl n’eo ket ur ral gwelet tud a steudad o tibunañ er ribinnoù, gante bannieloù ar Werc’hez pe Hor Salver ha kanaouennoù leun o genoù, tro-dro d’ur chapel. E Langedig da skouer, e Bro An Oriant, zo 14 pardon ! Hogen e reter ar vro, en Il-ha-Gwilun dreist-holl, zo parrezioù ma n’eus tamm pardon ebet. Parrezioù difeiz ?

Renablet eo bet tout ar pardonioù a zo e Breizh gant BCD (Bretagne Culture Diversité) ha savet ganti ul lec’hienn gouestlet d’ar pardonioù-mañ : 1001 pardons. E pep kumun e c’heller gouzout pet pardon a zo, pelec’h emaint ha peseurt deiziad e vez ar fideled o heuliañ ar groaz santel.

Da c’houde e vo lakaet dokumantoù ouzhpenn evit pep pardon (fotoioù kozh, kanaouennoù, kartennoù post, enroladennoù). Ar pal zo da dalvoudekaat ar gouelioù-mañ evit sachañ evezh an dud ha derc’hel bev memor ar vro hag hor glad relijiel. Ha gounid tud nevez d’ar feiz katolik marteze.

Pedet eo an dud da gas o dokumantoù personel evit gwellaat ha pinvidikaat ar lec’hienn. Ha mod-se e oaro ar re o do kaset traoù e vo miret o dokumantoù prizius en un urzhiater bennak.

E galleg nemetken eo al lec’hienn met troet e vo e brezhoneg ha gallaoueg a-raok pell moarvat.

Logo : BCD

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Religion, Société

Korsika : ur groaz nevez savet e Siscu

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Vatican : Un akta rapariñ e penniliz Sant-Pêr goude ar pardon LGBT

Découvrir l'article

Ancenis, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, Religion, Société

Landemont (49) : ur c’halvar adsavet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, RENNES, Société

Naoned, Roazhon, an danvez beleien war o studi

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.