Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Naoned, Roazhon, an danvez beleien war o studi

Ar bloaz-mañ ez eus 23 danvez-beleg pe kloareged o studial e kloerdi Sant-Erwan eus Roazhon. Siwazh ne vo ket kaset tout ar baotred yaouank-mañ da avieliñ hor bro. 4 anezho a zo eus eskopti Kemper ha Leon, 3 ag eskopti Gwened, 1 eus eskopti Landreger ha Sant-Brieg ha 9 eus hini Roazhon, Dol ha Sant-Malou. Ar peurrest a vo beleget e eskoptioù an Normandi pe e eskopti an arme.

Ne ouier pet eus ar veleien breizhad a oar brezhoneg pe gallaoueg.

Tud eus Bro-Naoned a zo en un eskopti all, hini Naoned. Hag an danvez beleien a vez stummet en ur c’hloerdi all : hini Sant-Yann-eus-Broioù-Al-Liger (sic !) e kêr Duged Breizh. D’an 08 a viz here ez eus bet diakret un danvez-beleg eus Chapel-Erzh gant eskob Naoned : Steven Durand e anv. A-raok bezañ beleget a-raok pell ?

Crédit photo : kloerdi Sant-Erwan Roazhon. kloerdi Sant-Yann Naoned

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Naoned, Roazhon, an danvez beleien war o studi”

  1. Le Honzec René dit :

    Mar e faotoh-hwi gouied pelloh a-zivoud er brezhoneg én Iliz, gwelet Ar Gedour…

  2. Gwilhmod dit :

    Ha pa oufe unan brezhoneg, n’eus ket anv da gaout ur bastorelezh vrezhonek neblec’h nemet un tammig bihan bihan e Keranna ur wech ar miz.
    Pa rit anv eus ar gallaoueg, n’eus NETRA er rannyezhoù-se : pas ur c’hantik zoken.
    Anavezet em eus pell’zo, pa oa c’hoazh eus ur gwir gallaoueg war ar maez ha n’eo ket un astez galleg poullodet gant geriennoù gallaouek, ur beleg a anaveze mat-tre rannyezh Gwitreg, an Aotrou Barbotin, met eveljust en iliz ne oa ket anv gantañ da ober ganti. Kontadennoù a zeue gantañ avat. E-pad dek vloaz bennak e lidas an Oferenn-sul e brezhoneg e Roazhon hag ul levrig en deus skrivet war ar Bibl embannet e ti Imbourc’h.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky