Badum48, ur genstrivadeg kanañ e brezhoneg, euskareg, gallaoueg, okitaneg ha kreoleg

Publicité
Krouet e Euskal Herria e 2018 dindan an anv « Musikatxiloaldia », Badum48 zo un difi lañset da sonerien ha sonerezed Euskadi, Okitania, ar Reünion ha Breizh.
Dindan 48 eurvezh, d’ar 13, 14 ha 15 a viz Meurzh 2026, e vo ret d’ar perzhidi ha perzhadezed skrivañ ur ganaouenn en ur yezh « rannvroel » brezhoneg, gallaoueg, okitaneg, euskareg pe kreoleg ar Reunion gant un tem roet.
Digor eo ar c’houlzad d’an holl, ne vern pe oad, stil, benveg pe live teknikel ha sonerel.

Ha simpl an aozadur : D’ar Gwener 13 a viz Meurzh, da 6e noz, e vo kaset an tem d’ar perzhidi ha perzhadezed. D’ar Sul 15 a viz Meurzh, da 6e noz, e vo ret d’ar ganaouenn ha d’ar pozioù bezañ bet kaset d’ar chomlec’h-mañ : [email protected].

Dav eo en em enskrivañ a-raok memestra : amañ.
Aozet eo Badum48 gant ar gevredigezh Ixo ! · Nos Cultures · Radio Kerne · Radio Naoned · Arvorig FM · Radio Kreiz Breizh · Radio Bro Gwened · Plum FM · Radio BOA · ÒCtele · Arrosa Sarea · Gure Irratia · Irulegiko Irratia · Xiberoko Botza · Antxeta Irratia · Amikuzeko Irratia · Lofis La Lang Kréol.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.