‘Ba Skol-veur an Oriant, an UBS, n’eo ket miz meurzh miziad ar berton hag ar gallaoueg stèl partout e Breizh, mes « miziad ar jener« , ar « genre » e galleg.
Hag anze e vo klevet o fegement get ar baotred arre. D’an 11 a viz meurzh e vo ur brezegenn get Pauline Ferrari. Hi a brezego àr ar « c’hourelouriezh » peotramant « masculisme » e galleg. Ha c’hoazh, bout zo mar a hini reve hi, dav eo lakaat un S ‘ba fin : Masculinisme(s).
Diaes eo da zisplikiñ e berton mat tem ar brezegenn-mañ kar gerioù forzh kompliket ha sonjoù ker kompliket arall a vez implijet geti. Mes e berr gerioù eo ar « masculinisme » un ideologiezh a-enep ar merc’hied hag ar minorelezhioù jener ». Ha Pauline Ferrari, ar brezegourez, a zo anavezet mat ‘ba’r metoù wok.
Mes daoust hag e vo pedet un dislarour get an UBD pe dele e vo d’ar studierion selaou un ton hepken durant euriadoù ?
A-c’houde afer muntr Quentin Deranque a-raok ur brezegenn get Rima Hassan ‘ba Science-Po Lyon me grede e vehe cheñchet ar mod da aoziñ ar prezegennoù ‘b’ar skolioù-meur gall ha pedet tud dishañval o liv politikel mes àr a seblant ne cheñch ket an traoù. An emsavourion ag an tu-kleiz pellañ a vez pedet hag azpedet partout da gaozeal d’ar studierion hep ma vehe klasket kempouezhiñ an disterañ.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.