Sklaverezh : Met petra dalv an « digolliñ » ?

Publicité

Setu, aboliset eo bet ar C’hod du, restachoù eus mare ar sklaverezh, gant ar parlamant. Un dra vat eo ha ne gomprener ket penaos eo bet chomet ken pell er lezennerezh. Ar memes tra e oa evit lezenn kozh eus ar C’hod Napoleon diwar-benn ar merc’hed, o doare d’en em wiskañ ha me oar c’hoazh. En holl vroioù ar bed ez eus traoù e-giz se. E Stadoù-Unanet ez eus kalz lezennoù lec’hiel, blaz ar c’hozh gante, hag a zo o talvezout c’hoazh ha pa ne vezont ket lakaet e pleustr james.

Met ar c’hannadoù LIOT Max Mathiasin ha Steevy Gustave o doa prezantet an danvez-lezenn evit abolisañ ar C’hod Du o deus c’hoant mont pelloc’h bremañ. Gante e vo reklemet « digollamantoù » evit diskennidi ar sklaved.

Petra ? Eus petra digollamantoù a zo anv amañ ? Dav e vo paeañ dezhe ur leve hed-buhez ? Un danvez-lezenn a vo prezantet gant an daou gannad a-raok pell hag aze e vo gouvezet hiroc’h.

E 1999, ar breutaer hag emsaver du amerikan Randall Robinson en doa jedet e oa bet kollet $1400 miliard gant ar re zu eus Stadoù-Unanet abalamour d’ar sklavaj. Tennet e oa bet eus ar sammad-se an arc’hant gounezet gant o breudeur du hag o doa gwerzhet anezhe en Afrika pe get ?

E Bro-Frañs e c’heller gortoz ur lammad a reklemoù arc’hant gant ar c’hevredigezhioù du, didrevadennour hag eus an tu-kleiz. Kar, ma vez votet al lezenn war an « digolliñ » eo ar re wenn eus 2026 a ranko paeañ evit ar re wenn (ha du) eus an XVIIIvet kantved. Ha dav e vo paeañ evit ar sklaved a vez gwerzhet c’hoazh er bed arabo-muzulman pe get ? Just evit gouzout…

Met lârit din, dav e vo deomp-ni Europeiz goulenn e vefe restaolet tout an arc’hant a zo bet roet da Afrika evit « sikour he diorren » en aner abaoe fin an Trevadenniñ ? Ha dav e vo deomp goulenn digollamantoù evit ober war-dro milionoù a Afrikaniz divroet e Bro-C’hall ha maget ganeomp ?

Emañ ar C’hallaoued o fritañ mizer abaoe pell ha muioc’h c’hoazh er mare-mañ gant prizioù an esañs, stegnoc’h-stegnañ emañ an traoù etre an enbroidi pe o diskennidi hag ar C’hallaoued a-ouenn kozh, n’on ket sur ez eo ur mennozh mat da c’houlenn seurt digollamantoù just a-raok votadegoù prezidant 2027 evit ar gaochisted.

Met kollet eo bet o skiant vat gante abaoe pell, n’int ket evit kompren eo int a lazh an tu-kleiz gant o reklemoù fol.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sklaverezh : Met petra dalv an « digolliñ » ?”

  1. Lukaz dit :

    Paour-kaezh parlamant, n’o deus netra all d’ober !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Insolite

De l’évidente, nécessaire et impérative « urgence » de faire abroger par les députés le « Code Noir » pourtant caduc depuis 1848 !

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local

Brest : ur c’hlasad SEGPA lakaet da studiañ ar « sklaverezh » en archivoù

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, NANTES

Jean-Marc Ayrault découvre Colbert et ne l’aime pas

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.