En Normandi, e Perriers-sur-Andelle, tro 4e d’enderv d’ar 7 a viz gouere, e welas animatourien un ehpad tan ha moged o vont kuit eus iliz ar bourk bet savet er XVIvet kantved. Diouzhtu-dak e tapjont krog en ur mouger-tan ha klask mougañ an tan-gwall. Met ne zeujont ket a-benn ha kuit kar tomm-berv e oa e-barzh an iliz.
Met tri c’hrennard eus ar gumun Mathias 16 vloaz, Lenny 15 vloaz ha Nathan az eas da gemer mougerioù-tan ar presbital ha klask stourm ouzh an tan d’o zro. Unan anezho a oa oc’h ober tro an iliz evit sellet ha flammennoù a oa en ul lec’h all. Ur seurez a 79 vloaz a zo deuet da reiñ an dorn ivez. Etretant e oa bet galvet ar bomperien hag a erruas buan. Abalamour d’an animatourien ha, dreist-holl, d’ar grennarded ne lipas ket ar flamennoù framm an iliz hag e voe savetet anezhi.
An tri c’hrennad a zo bet kaset d’ar CHU goude kar enanalet o doa mogedoù poezon. Eüruzamant, buan-tre e tlejont distreiñ er gêr.
War ar rouedadù sokial, Annick Bonnay maererez Perriers-sur-Andelle he deus gourc’hemennet an holl re o deus stourmet a-enep an tan, dreist-holl an animatourien hag ar grennarded.
Hervez an enklask e vefe bet kroget an tan diwar gwallzarvoud (ur gudenn tredan). Met an archerien a zo oc’h ober un enklask.
Ar pezh zo, an deiz a-raok e vefe bet mouget un tan o kregiñ dirak iliz Charleval, ur gumun just e-kichen. Ur « bechad sigaretezenn » moarvat…
Foto : Ti-kêr Perriers-sur-Andelle
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.