Ur gevredigezh eo « Ambon Patrimoine« . Ar re-se a bleustr àr glad Ambon, ur gumun a Vro-Gwened, àr marzoù gourenez Rewiz. ‘Mañ ket pell Ambon a Zamgan, Muzilheg pe porzh Pennerv da skouer. Etre Ambon ha Damgan e weler mat e oa paludoù holen gwezharall. Ha ghi a rae berzh ! A-raok ma vehe kemeret tout ar marc’had gant paluderion Gwenrann.
Ar gevredigezh Ambon Patrimoine he deus soñj a skriviñ ur levr àr tout-se. Aveit poent n’eus ket a levr àr istoer ar gumun ha mankout a ra reve-ghi.
Gervel a ra ar gevredigezh an dud a anav mat Ambon hag a faotañ dezhe reiñ an dorn da vonet e darempred gete aveit kemer perzh ‘b’an avañtur-mañ.
D’an 23 a viz gouere, diriaou a za, e vo ur brezegenn gentañ àr evned a vez gwelet ‘ba Ambon get David Lédan, un ispisialour àr ar evned.
Aveit monet e darempred get ar gevredigezh : 06 42 96 55 31.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.