Gwall-daol a-enep an LGBTioù e Berlin : gwa d’an… tu-dehoù pellañ !

Publicité

« Ur c’hleñved spered eo ar gaochism » a vez lavaret met treiñ a ra ar c’hleñved da gleñved-red. E Berlin ez eus bet ur gwall-daol disadorn tremenet e-kerz ar Gay Pride. Un den a zo bet lazhet hag un tregont bennak gloazet.

Buan-tre e komprenas tout an dud e oa un islamour hag a oa ouzh rod-stur ar c’harrr-tan a fardas war an engroez. Ar polis a oa war e lerc’h a skignas e boltred hag e anv, Abdul Ballut.

Ne viras ket ouzh ar gaochisted da c’hervel an dud da vanifestiñ kerkent a-enep… an tu-dehoù pellañ.

Ha da huchal e oa bet graet ar gwall-daol « gant an tu-dehoù pellañ »

https://x.com/VoltAstra621/status/2081395684217901090

Tud all a lavaras e souetent e oa bet graet an taol gant « ur beg gwenn kristen » ha n’eo ket « un estrañjour »:

https://x.com/BastionMediaFR/status/2081494459942875170

Lod all a reas videoioù evit lavaret o doa gwelet nemet tud gwenn « gant kroazioù (kristen) war o frofil » o vezañ da d’an taol

https://x.com/europa/status/2081307206394261596

Ur gazetennerez he deus graet ur video evit lavaret e oa gourdrouzet an LGBT « da gentañ » gant an tu-dehoù pellañ :

https://x.com/Psyhodelikus/status/2081256368770596974

Ilan Gabet, ur gaochist anavezet mat war ar rouedadoù sokial en deus kaset kerkent ar gemenadenn-mañ :

Ha pemp ha pevar kemenadenn a seurt-se.

Muioc’h-mui emañ ar gaochisted o vevañ en ur bed all. Ur bed ma vez nac’het ar wirionez diwar abegoù ideolojikel. Evel da vare an Unvaniezh Sovietek…

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.