Skipailh Tara en deus graet anaoudegezh gant ar « Réel » e Papouazi-Ginea-Nevez

Publicité

Ar vag a c’halvidigezh skiantel Tara a zo o verdeiñ er-maez ar Papouazi-Ginea-Nevez er mare-mañ. Diouzh ar chadenn e oa d’an 20 a viz eost nepell eus an aod hag eus Wewak, ur porzh. Trankil e oa an traoù mes diouzh noz e tegouezhas un dek bennak a bapoued, armoù gante, war ur vag. Ha ne oant ket deuet evit pakañ ur banne. Pevar anezhe a bignas war Tara. Er bourk, ar paourkaezh skiantourien, un tamm bizounours anezhe, a zo bet laeret gant ar pevar fapou. E-keit-se e oa ofisour ar c’hard kouchet gant o mignoned.

En ur ober 5 minutenn e voe pilhet, diskroc’hennet martoloded ha skianterien Tara. Betak an urzhiataerioù a yeas gant ar bapoued, an ostilhoù skiantel, an traoù prizius, tout an traoù ! En holl zo bet laeret talvoudegezh 25 000€.

Paourkaezh papoued, hag int gwasket gant ar re wenn hervez koñchennoù born ar gleizourien !

Ne vern, kenderc’hel a ra Tara gant e hent kar n’eo ket bet gloazet den ebet ha se an hini eo a gont a-benn ar fin.

Urzhiaturioù hag ostilhoù skiantel nevez a vo kaset d’ar skipailh ar buanañ ar gwellañ. Dav eo da baotred ha merc’hed Tara mont betek an inizi Palao bremañ ha bezañ eno a-benn ar 27 a viz eost.

Ur bodad harpañ psikologel a zo bet savet. Ar wech kentañ e c’hoarvez seurt avañtur evit Tara.

Foto : Daniel Henriquez (Wikipedia)

[Penaos lâr’ « Réel » er ster anavezet mat er gevredigezh a-vremañ ? Kasit din ar pezh a bropozit evit treiñ ar ger-mañ mar plij.]

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Skipailh Tara en deus graet anaoudegezh gant ar « Réel » e Papouazi-Ginea-Nevez”

  1. PL44 dit :

    Da skouer, Port Moresby, ur ger dañjerus eo.

  2. Imor Leon dit :

    « Diskroc’hennet » ? Ur spont !

  3. RAYMOND NEVEU dit :

    Mat tre evit ar re bobo ar skiant! Jentil eo ar bed hag an tud gouez.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

NANTES

Nantes : le campus du Tertre évacué, l’université dévastée après 4 jours d’occupation

brest

International, Sociétal

Cocaïne : la Colombie replonge dans la guerre de la poudre blanche

A La Une, Sociétal

« La France Demolition Man » : Laurent Obertone face à la domestication de l’homme occidental

pays-de-la-loire

Economie

Sobriété foncière : la chambre régionale des comptes épingle les Pays de la Loire

Sport

Route du Rhum 2026 : Pierre Leboucher prendra le départ de Saint-Malo aux couleurs de la recherche génétique

frelon_asiatique

Animaux, Environnement

Guêpes et frelons : des nids jusque dans les chambres d’enfants

Politique, Société, Tribune libre

Des lycéens demeurés ou l’échec d’une génération (et pas celle que l’on croit) [L’Agora]

Environnement

Pays des Abers : 2 000 personnes pour la première édition d’Agir pour l’Océan

Auto-Moto

Stationnement : 490 millions d’euros de forfaits encaissés par les communes en 2025

International

Entrisme islamiste : Strasbourg vote la fin des financements européens aux réseaux fréristes

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.